en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kreiz Mintin - Tudi Crequer, dastumadeg Azoulay 01

Kreiz Mintin - Tudi Crequer, dastumadeg Azoulay 01

Marsen oc’h kustumet da vont da anrejistriñ tud. Eit tapout kanennoù ar vro pe kontadennoù. Pe c’hoazh just eit enrolliñ tud è kaojal brezhoneg ha deskiñ ar langaj. C’hwi ouia mat ivez e vez moeiañ mont da welet an asosiasion Dastum da selaou traoù anrejistret get tud zo. Gout a rit petra eo an anrejistramantoù koshañ e brezhoneg ? Eh beh just a-awalh ! Kouviet meus Tudi Crequer de zont d’ar radio eit kaojal un tammig a-zivout dastumadeg an Ao. Azoulay. Hinnezh noe anrejistret tud durant ar foer etrevroadel e 1900 ba Paris. Tudi emañ é labourat àr un dezenn àr ar sujet-mañ. Eñ neus displeget diñ

  • piv oe an aotoù Azoulay, perag en doe anrejistret tud e Paris e 1900, piv oe an dud anrejistret geton hag eit gober petra ?

  • Ba fin an abadenn KM-mañ e vo klevet un istoer Yann ar Baluc’henn anrejistret get Daniel Doujet.

Muzik :

  • Leenalchi - Bird

  • Heson - Tour

  • Ngoma na

Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel

Kreiz Mintin

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio